Alice in Chains

Alice in Chains (2019)

Alice in chains a zo ur strollad rock hag a c’heller lakaat e-touez ar strolladoù heavy metal pe, resisoc’h, ar strolladoù grunge.

Savet e oa bet ar strollad e Seattle gant Layne Staley (kaner), marvet d’ar 5 a viz ebrel 2002, Jerry Cantrell (gitarour), Mike Inez (isgitar) ha Sean Kinney (taboulinoù).

Savet e oa bet ar strollad e penn-kentañ 1987 e Seattle. Ne sinint war columbia nemet en Ebrel 1989 : o single kentañ, We die young a voe embannet e Mezheven 1990. Ar gantenn gentañ, Facelift a voe embannet daou viz war-lerc’h, renket e voe neuze We die young e-touez ar 5 kanaouenn metal tremenet ar muiañ er mare-hont.

Adalek ar bloavezh 1990 e veze leun-chouk o abadennoù, ha kaset e oa ar strollad d’ober meur a droiad gant arzourion anavezet evel Iggy Pop, Slayer, Anthrax, Van Halen, Rage Against The Machine pe Megadeth.

Adalek miz Du 1994, Layne Staley, kaner ar strollad, a grog da seniñ gant ur strollad all ouzhpenn Alice in chains. Mad season eo anv ar strollad-se, hag emañ ennañ, da skouer, gitarour ar strollad Pearl jam : Mike mcCready. Jerry Cantrell a lerc'hwez, eus e du, ur gantenn solo anvet Boggy depot e 1998, hag a vo heuliet gant Degradation Trip e 2002.

Echu e seblante bezañ gant ar strollad war lerc’h marv Staley, met adkregiñ a reas ar sonerion all da senniñ asambles. Setu penaos e voe dalc'het ganto un abadenn hepken e 2005 da skoazellañ reuzidi an Tsunami en deus skoet Azia e 2004. Goude ez a ar strollad d’ober un droiad e Europa e 2006 gant ur c’haner nevez : William Duvall eus Comes With The Fall.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy